"Hor yezhoù eo gwerenn hon ene, lec’h hon identelezh donañ, hon Alc’hwez Aour. Ar c'helc'h eo al lec'h diamzeret ma plantomp hon istorioù evit kreskiñ hon denelezh boutin."

Skoazellet gant ar raktres

C’HWI ZO

  • Tad ha mamm ha fellout a ra deoc’h komz ur yezh all eget ho yezh-vamm d’ho pugale
  • Ur gerent divyezhek ha ret eo deoc’h displegañ ar pezh emaoc’h o vevañ en ho ti
  • Bugel ha ret eo deoc’h lakaat gerioù da yezhoù ho zud
  • Den deuit o teskiñ ur yezh nevez
  • Kelenner en un endro soubidigezh pe divyezhek hag ezhomm ho peus sikour

C’HOANT HO PEUS

  • Labourat war ho darempredoù gant ur yezh pe meur a hini
  • Adkempenn al liammoù familh tro-dro d’ar yezh-mañ
  • Anv ezhommoù da vezañ kemeret e kont pe anavezet
  • Lakaat gerioù war ar pezh a c’hellit santout en ho istor get ar yezh
  • Ober war-dro un emgann diabarzh pe diavaez tro dro ar yezh
  • Kompren ho diaesterioù deskiñ ur yezh
  • Kemer pazennoù gwirion dirak ur strollad
  • Bezañ skoazellet en ho diaesamantoù pe en ho strivoù tro dro ar yezh
  • Bezañ klevet eus ar pezh a sant bezañ perzh eus ur minorelezh yezhel
  • Kemer perzh da adsevel ur yezh minorelezh.

Les Cercles de Réparation Linguistique

‘Ober War Dro’

Petra eo ?

A C’helc’h Yac’haat ar Yezh (KYY) ‘Ober War Dro’ zo ur programm diazezet war ar c’helc’hioù komz, ar sistemoù ha c’hel’hioù restauratifs© ijinet gant Dominic Barter, pennaennoù ar NonViolent Communication© (CNV), ar pratikoù stummañ, an aesaat hag ar c’hoarioù stroll, ar Sofrologiezh a-benn sikour 1- ar gomzerien nevez a zo o teskiñ pe o adkemer ur yezh met ivez 2- komzerien mut “Silent Speakers” (komzerien a-vihanik pe desket met n’eo ket mui implijet) a-benn dresañ goulioù liammet ouzh un diskar en treuzkas e-barzh ur familh (pe endroioù sokial all) evit adkempenn al liam diabarzh pep hini. 

Minorelezhioù yezhel

Ar minorelezhioù yezhel anvet a c’haller renkañ e meur a rummad : tud a orin henvroat o vevañ war douaroù ma vez brudañ ur yezh dreist gant ar Stad ha ma vez rediet anezho da zilezel o hini, tud eus diavaez un douar a orin hag a zilez o yezh evit enframmañ pe chom bev, pe tud a gomz Yezh ar Sinoù (LSF).

An dud-se n’int ket nemet ur minorelezh niverenn met digresket eo o gwirioù komz o yezhioù peogwir n’int ket anavezet ent-ofisiel pe alies difennet da gomz.

Kemer perzh & Aozañ ur c’helc’h yec’haat ar yezh

An ezhomm d’ober ur C’helc’h Yec’haat d’ar Yezh eo posubl war wel en ensavadurioù stummañ yezhoù an oadourien, dre greizennoù degemer hag enframmañ evit ar repuidi pe an divroidi, dre ar c’helenn er reizhiadoù skol, gant ar gerent pe ar vugale, gant meur a ezel eus ar memes familh, gant an ensavadurioù sevenadurel, o plediñ gant an divyezhegezh pe gant gwirioù ar minorelezhioù yezhel, pe e vefe evit diaesterioù an eztaol, an emzalc’h aes da zeskiñ pe an doare da vevañ.

Met penaos reiñ buhez d’ur c’helc’h ?

Piv omp-ni ?

Kinnig a ra ar gevredigezh “1000 Familh, 1000 Huñvre” binvioù evit prederiañ war gwirioù an henvroidi, ar yezhoù minorezhel, an divyezhegezh, hag ar c’helenn.

Hon fal boutin eo skoazellañ ar familhoù dre ar c’helaouiñ hag ar binvioù da adlakaat ar brezhoneg e-barzh an darempred kerent-bugel (lec’h m’eo c’hoarvezet an troc’h), met ivez dre vras ​​an holl yezhoù bihanniver, pa vefent henvroat, divroidi pe yezh ar sinoù pe c’hiwtellet. Ar pal eo harpañ an adsavidigezh yezhel en ur grouiñ digolloù evit ar poblañsoù a denn dezho. 

Dre-se e vez kaoz eus adkavout e hêrezh, e identelezh, e sevenadur, adkrouiñ ul liamm etre ar rummadoù, kavout tachennoù justis dre an empatiezh hag ar gomz, hag ivez en em zigeriñ d’ar minorelezhioù yezhel all er bed.

Kelc’hioù da zont

e-unan ha dre bell

Goulennit ha mirout ho plas enlinenn war-eeun dre an deiziataer. 

Testennioù

Eviton e oa bevañ ur c’helc’h adsavidigezh yezh evel kerzhout war un hent dre goadeg ma lignez. Gallout a ran rannañ ma c’homzoù en ul lec’h sur, o santiñ bezañ klevet, gwelet ha kemeret e kont en istor personel ha, dre vras, en hini ma familh. Gallout a ran dont da vezañ emskiant eus traoù resis e-keit ma veze displeget ar gerioù, evit reiñ ster da lod eus ma santimantoù ; ha santiñ a ran e kendalc’h an argerzh da vont en-dro goude ar c’helc’h. O selaou rannadennoù ar gevredidi all, em eus santet e oan liammet outo dre hor gwanderioù hag hor nerzhioù. Un endro evit an emzalc’h gwirion eo hag ur vammenn a nerzh hag a dalvoudegezh. 

– Sumaq

Gall on, ha pa oan oadour em eus bevet e saozneg e-pad ugent vloaz. Ne oa bet gwallzarvoud ebet pa oa distroet da Vro-C’hall, ha koulskoude e oa bet degaset santimantoù dic’hortoz gant an atalier dizoloadennoù nevez penn-da-benn-se. Gallout a ran rannañ gant fiziañs pep tra am boa ezhomm, o selaou istorioù tud all evit mont war-raok evel ur melezour. Un doare fentus da glask alc’hwezioù kollet ha da adstagañ gant ar yezh.
 
– Maïa

Kevelerien

Raktres ac’hantaet gant ELP

Endangered Languages Project

Savet e-barzh raktres “Ready to Revitalize”