Aozomp ur c'helc'h asambles !

War al lec'h & Dre vizio

Ar c’helc’hioù a ch’ell bezañ dalc’het e pep lec’h. Kit e darempred ganeomp evit aozañ unan tro-dro deoc’h !

Ar c’helc’h a bad 2 zevezh gant 6 den d’ar muiañ. Ur c’helc’h ne ch’ell ket bezañ great gant nebeutoc’h a 2 zen. Evit muioc’h a dud, kasit ur bostel deomp. 

Gallout a raer bezañ aozet a-hed abardezhioù ur sizhun ivez.

Evit an holl, ar priz zo 50€ ur bazenn (da lavaret eo 150€ evit ur c’helc’h gant un 3 bazenn).

Da welout a-gevret ma vefe great ur c’helc’h e-bazh un ensavadur, ur gevredigezh, ur skol, h.a…

Evit un abadennoù hiniel gant Mazeaz Ar Brun pe gant Florence-Marie Jegoux, kit e darempred ganeomp.

aozañ ur c'helc'h a-gevret bremañ !

Skouerioù eus danvezioù bet komzet diwar o fenn e-kerzh ur c'helc'h

Skouerioù eus danvezioù a denn d’ar perzhded en ur c’helc’h evel-se :

— Diforc’hioù yezh en ho familh pe keuz n’ho peus ket gallet deskiñ ar yezh-se (ur yezh na oa ket bet treuzkaset, ur gerent a gomze ur yezh all, enbroañ pe divroañ, gwallzarvoud stroll liammet ouzh an etnocide, h.a.).

— Diaesterioù evit deskiñ ur yezh evidoc’h hoc’h-unan, evit ho pugale, pe evit ho pried (familh liesyezhek, diaesterioù deskiñ, diaesterioù deskiñ dre eñvor, nac’hañ deskiñ, diaesterioù evit kregiñ, diaesterioù evit gwelet he ster resis, h.a.).

— Dleadoù da zeskiñ ur yezh all (dilojañ, en em staliañ en ur vro all, repuidi ha/pe divroidi, bugale o komz ur yezh all, h.a.).

— Kudennoù liammet ouzh komz ur yezh minorelaet : ur yezh henvroat, ur yezh enbroet, pe unan liammet ouzh ar vouzarded (se a c’hell bezañ emouezhel, sokial, pe darempredel, pe liammet ouzh degouezhioù resis pe hollek, mezh, feulster, hag all).

— Diaesterioù pe ezhommoù da rannañ ma komzit gant ho pugel en ur yezh ha n’eo ket ho yezh-vamm (desket hoc’h eus ur yezh pa oac’h oadour hoc’h eus divizet treuzkas, desket en deus ho pugel ur yezh all digant ar gerent all, h.a.).

… pe ma n’oc’h ket dre ret, d’ar c’hentañ sell, nec’het gant ar roll-mañ, met ma vez taget an danvez ganeoc’h ha ma fellfe deoc’h kemer perzh.